Ouz ho tefaut er rest eus an devez.
Ha quelliez ma teuô ho consianç
Da rebeich d’oc’h ho pe grêt nep offanç
Grit prest un act a vir gontrition,
Ha tec’hit pell dious an occasion.
Abars dibri, ar Benedicite
A leverrot, hac Agimus goude ;
Na zibri quet etre ho repasiou,
Ma na vez ret he ober avisiou.
Ho repasiou offrit da Zoue an tad
En union d’ar re en deus grêt he Vap
Quement hi gant moderation,
Hep contanti hoc’h inclination.
Teir guech an deiz, devota ma ellot,
An Angelus d’ar Verc’hes a offrot :
Ho pet dezi ur guir devotion,
Ha pedit-hi en pep occasion.
Da nebeuta diouz nôz ha diouz vintin,
Da sant Joseph pried ar Vam divin,
Ha d’hoc’h Æl-mad, ha d’ho paëron santel,
Ho pezo c’hoas devotion fidel.
Pedit bemdez evit an anaon,
It d’an offern en ho intention ;
Pa leverrot graçou goude ho coan,
Pedit Doue d’ho lamel eus a boan.
Hep faot ebet, quent ma’z eot da repos,
Grit a galon ar beden diouz an nôz ;
Guelit penaus hoc’h eus Doue offancet
Epad an deiz, o caout ur guir regret.
Ar Confiteor, litanio’r Verc’hes,
Ha chapelet eus a bemp dijenes ;
Angele Dei hac un De profundis
A leverrot ha quement so requis.
En em liquit er stat ma tesirac’h,
Beza cafet en nôz-se ma varfac’h,
O supposi, en ho quele pa’z it,
Eo en ho pez memes e c’hourvezit.
Dour benniguet taulit dreist ho quele
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/46
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Reglamant a vuez.