Ha mar guillit, litaniou Jesus
A liverrot, ha pedit ar Verc’hes
Hac an oll sent d’ho sicour assambles.
Un dra bennac a veditation
A reot ive diouz ho tevotion,
Hac e pocot a galon aviziou
Da dreit Jesus, d’he groas, d’he c’houliou.
Ma n’ho pe spaç da chôm da vedita,
Sonjit lies en deiz da viana
En ur myster a bassion Jesus
Hac er glac’har eus he Vam druezus.
It, mar guillit, bemdez d’an Oferen,
Ma contantot an Autrou souveren,
Ha communiit spirituellamant
O tesirout receo ar sacramant.
It goude-se d’an occupation,
Ma’z ouc’h galvet diouz ho condition ;
Na chomit quet da laeres an amser,
Ha grit pep tra er guel eus hor Salver
Pa gommançot un dra a gonsecanç
E c’houlennot ouz Doue he assistanç ;
Oc’h he ec’hui, graçou dezâ rentit.
Hac ar fautou grêt ennâ regretit.
Sonjit en Doue alies var an deiz,
Oc’h he gridi presant gant ur guir feiz,
Hac avisiou galvit-en d’ho sicour,
Oc’h offr dezâ ho poan ac ho labour.
Ma c’hoarvez d’hoc’h beza controliet,
Beza afilijet, tentet, injuriet,
Ho pet recours dezâ neuse-souden,
Fizit ennâ, pedet-en d’hon [sic] souten.
Mar desirit ober ur profit bras,
Vardro creis deiz, quent ma’z eot d’ho repas,
Exarninit ha c’houi a ve couezet
Hed ar mintin en faut notabl ebet.
Mar beac’h couezet, e c’haulennot [sic] pardon,
Digant Doue eus a greis ho calon,
O proposi da laquat guel evez
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/45
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
Reglamant a vuez.