Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/470

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
Evit exposition ar Sacramant.

Realamant e vez bepret ;
O peguen douç eo ar banquet !
Ar C’hrouer so en em rentet
Ur boet he-unan d’he grouadur ;
O peguen douç eo ar banquet
Eleac’h ma’z ê Doue magadur !
Deut eta gant ho pouet divin
Da renta d’am ene ar iec’het ;
D’ho receo me n’edoun quet dîn,
Hoguen deut gant ho pouet divin,
Ha sellit a druez ouzin ;
Rac detesti a ran va fec’het,
Deut eta gant ho pouet divin
Da renta d’am ene ar iec’het.
Deut, va Jesus, deut em ene,
Ha liquit enni ar vertuziou ;
Deut ma chomo ato guene,
Deut, va Jesus, deut em ene,
Na souffrit mui e languisse ;

Lammit anezi an oll viçou.
Deut, va Jesus, deut em ene,
Ha liquit enni ar vertuziou.
C’houi so, va Salver benniguet,
Un erres eus ar c’hloar eternel,
C’houi eo guiniz ar re choaset ;
C’houi so, va Salver benniguet,
Dindan ar speçou-se cuzet,
D’hon eneou ur remed santel ;
C’houi so, va Salver benniguet,
Un erres eus ar c’hloar eternel.
P’eur e c’hellimp-ni ho quelet ,
Va Jesu ,en ho rouantelez
Evit beza gueneoc’h bepret
P’eur e c’hellimp ni ho quelet,
Evit da jamæs ho caret
Gant hoc’h oll Sænt hac hoc’h oll Ælez ?
Roït deomp an eur-se d’ho quelet,
Va Jesus, en ho rouantelez. Amen.

evit ar salut.

Pa vezo roet benediction ar Sacramant, ec’h ellot lavaret an teir Hymn Sacris solemniis, Verbum su-