Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/463

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
443
Adoration da galon Jesus.

da brena : rac ma’z eo ul levr profitabl meurbet. Remerquit penaus, pa na veac’h nac en breuriez ar sacramant nac en breuriez calon Jesus, e vezo cousgoude agreabl d’hor Salver ha probtabl d’hoc’h ene, lavaret ar pedennou a velit ama diaraoc.


GOUSPEROU AR SACRAMANT.

Da vouel ar Sacramant hac epad he eizvet e commançot ho Gousperou evel da Sul, o lavaret an daou Salm guenta, Dixit Dominus ; Doue en deveus lavaret ; ha Confilebor tibi, Domine ; A greis va c’halon, va Autrou ; pere a gueffot diouz-tu en Gousperou ar Sul : hac an trede Salm, Credidi, propter quod ; O va Doue, o cridi enoc’h, pehini a gueffot eno ive varlerc’h. Evit ar pevare Salm, chetu-en ama.

Ar pevare Salm eus Gousperou ar Sacramant, eleac’h ma’z eo represantet penaus quement a veo en doujanç Dcue a gommang ho eurusdet er bed-ma memes. Dindan ar benedictionou hac ar faveuriou tamporel, pere a souheter ama da ur famil devot, e tleer entent ar benedictionou spirituel pere a aparchant ouz ar Jerusalem celestiel, hac a dleomp da souheti d’hor mam santel an Ilis ha d’he oll bugale ar gristenien fidel.

Var an ton : Clevit evit mad, pobl christen.
Psalm. 127.

PEguen eürus eo quement re
A vêv en doujanç a Zoue,
Hac a guerz en he oll henchou
O viret he c’hourc’hemennou !
O caout un doujanç quer santel

BEati omnes qui timent Dominum : qui ambulant in viis ejus.

Labores manuum tuarum quia man-