Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
An Adoration da galon Jesus.


tion, evit dispos anezi er fæçon ma querrot hac evit nep a guerrot. O calon sacr eus va redamtor Jesus-Christ, disquit d’in en em ancounec’hat ma-unan antieramant ; disquit d’in ar pez a dlean da ober evit erruout gant ar burete eus ho carantez. Santout a ran enon ur volontez vras da blijout deoc’h : hoguen ne allan dont a ben a guement-se nemet dre ur sicour particulier eus ho craç, pehini a c’houlennan digueneoc’h. Grit ho volontez em andret, va Jesus ; me sant ervad en em opposan da guement-se dre va goall inclinationou, siouaz ! hoguen me garre couscoude n’en em opposen quet. Dec’h-hu, calon divin eus va Jesus, ê ober ar pez ne allan quet va-unan ; c’houi hepquen ho pezo ar c’hloar tout antier eus va justification, mar deuan da veza rentet just ha santel. Echuit hoc’h ouvraij eta, va Salver, echuit va c’honvertissa ha va santifia en hevelep fæçon ma chomin fidel ha ma cresquin ato en ho carantez sacr betec an halanad diveza eus va buez. Amen.

Avertissamant.

Ar pab Clemant decvet en deveus accordet ur remission blenier hac antier eus ho fec’hejou d’ar re pere eus a vreuriez ar sacramant a implijo ur veich er bloaz un heur da adori ar sacramant ha da bidi Doue evit an union etre ar brincet christen, an extirpation eus an heresiou hac an exaltation eus hor mam santel an Ilis , gant ho devezo confesset ha communiet ervad d’ar memes deiz pe da un devez al bennac eus ar memes sizun ma raïnt ho heur, evel ma ê lequeet er vull induljangou roet gant an tad santel-ma en faver ar rouantelez a Franç, er bloaz mil c’huec’h cant pevarsec ha tri-uguent. Ar vull-se a gueffot expliquer het-a-hed gant ar motivou, ar reglamanchou hac an actou eus an adoration perpetuel, en ur fæçon-all en ul levr brezonec pehini so bet imprimet er Bloaz 1704, hac a so galvet An Exerciçou eus ar Vuez Christen, pehini, a ve mad deoc’h