Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/440

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
Ofiç ar Sacramant.

Quâ Christus creditur agnum et azyma Dedisse fratribus, juxtà legitima Priscis indulta patribus.

Eus ar goan diveza
A reas hon Redamtor;
O rei abarz mervell
An oan d’he zisquibien
Gant ar bara heb goêll,
Evit heul al lesen.

Post agnum typicum, expletis epulis, Corpus dominicum, datum discipulis, Sic totum omnibus, quod totum singulis, Ejus fatemur manibus.

Goude an oan mystic,
Ar banquet echuet,
Ez eo corf Jesus-Christ
Dezo distribuet ;
Gant he zorn he-unan
En em roas da zibri
D’an oll, da bep-unan,
Evel ma tleomp cridi.

Dedit fragilibus corporis ferculum, Dedit et tristibus sanguinis poculum, Dicens : Accipite quod trado vasculum : omnes ex eo bibite.

Eus he gorf ar bouet mad
A roas d’ar re frajil,
Hac e roas eus he c’hoad
D’ar re drist ar c’halir :
Quemerit, emezan,
Ar c’halir a roan deoc’h ;
Efit oll anezan,
Evit beza creoc’h.

Sic sacrificium istud instituit, Cujus officium committi voluit Solis presbyteris, quibus sic congruit, Ut sumant et dent cæteris.

Evellen ec’h offras
He guenta sacrifiç
Jesus ar belec bras,
A behini an ofiç
En deveus accordet
Hepquen d’ar veleien,
Evit he guemeret
Ha rei d’ar gristenien.

Panis Angelicus fit panis hominum, Dat panis cœlicus figuris terminum : O res mirabilis ! manducat Dominum, Pauper, servus et humilis.

Chetu bara an Ælez
Rentet bara d’an den :
D’ar squeud ar virionez
E deus roet an termen ;
He-ma eo ar miracl,
Guelet ar servijer
O tibri he Vestr mad,
Hac hen paour ha dister.