Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/438

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
Oræsonou evit ar Pantecost.


sumus ut ejusdem fidei firmitate ab omnibus semper muniamur adversis. memes feiz d’hor proteji ha d’bor c’hreât a enep peb seurt adversiteou : Dre verit hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini, etc.

Oræson evit ar Sul quenta varlerc’h ar Pantecost, pehini eo ive dissul an Dreindet, hac a vez lavaret varlerc’h an Oræson diaraoc.

DEus, in te sperantium fortitudo, adesto propitius invocationibus nostris : et quia sine te nihil potest mortalis infirmitas, præsta auxilium gratiæ tuæ, in exequendis mandatis tuis, et voluntate tibi et actione placeamus. Per.

O Va Doue, pehini eo nerz ar re pere a esper enoc’h, selaouit favorablement hor pedennou, hac evel na ell netra sempladurez an den hepdoc’h, roït deomp ar sicour eus ho craç evit, oc’h executi ho courc’hemennou, ma vezimp agreabl deoc’h ha dre hor volontez ha dre hon actionou. Ni her goulen dre verit ho Map J.-C. hon Autrou, etc.

Evelse bezet grét.


OFIÇ AR SACRAMANT
en ur fæçon convenabl d’ar bobl simpl.

Evit Matinesou e servijo deoc’h an Invitation hac an daou Hymn a velit aman en latin hac en brezonec, gant an Te Deum, ar Benedictus Dominus Deus Israël hac ar Pros Lauda, Sion, ha Litaniou ar Sa-cramant ; hac evit Heuriou munut e servijo deoc’h an adoration perpetuel pehini so goude-se. An Ofiç-ma a servijo deoc’h ivez evit peb iaou a-hed ar bloaz, mar ho pe amser ha devotion d’he lavaret. Commancit eta hoc’h Ofiç evellen.

Pater, Ave, Credo : Domine, labia, etc. evel er pag. 1. eus al levr-ma. O lavaret Domine, labia mea, grit ur groas gant ho meud var ho musellou, hac o la-