Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
Salmou evit Gousperou ar Sul.
cum principibus populi sui.

Qui habttare facit sterilem in domo : matrem filiorum lætantem.

Gioria Patri, et Filio, etc.


Gant ar brincet eus he bales,
gant ar brincet eus he bobl quer
Da azeza en ho c’henver.
En eo a rejouis ivez
An hini a ioa hep lignez,
Oc’h he renta mam en he zi
Da forz bugale bet dezi.
Enor ha gloar, etc. evel diaraoc.

Ar pempet Salm,

Dre pehini e caner ar burzudou admirabl a eureu Doue o tilivra gueichall he bobl eus a Egypt hac a douez ar barbaret ; hac e veler penaus e guemer dindan he brotection ar re a laca ho esperanç enna epquen, ha non pas en idolou, da lavaret eo, en madou ar bed-ma. Ar bohl a Israël pe a Judee ha famill Jacob, pe veus a re e comser ama, so ar memes pobl, hac e represant ar gristenien vad, pere eo guir bobl Doue, hac a vezo dilivret ive ganta eus a Egypt hac adouez ar barbaret, da lavar[e]t [1] ê, eus ar bed-ma, a douez an dud vechant, evit ho c’hundai d’an douar a bromission, me lavar d’ar barados, pehini en deveus prometet d’he oll servijerien fidel. Hac eguis ne allas ar bobl ancien-se sortial a Egypt nemet dre ar sicour puissant ha miraculus a Zoue, dememes ni n’ellomp renonç d’ar bed na sortial eus a esclavaij ar Pharaon infernal an ærouant nemet dre ar sicour miraculus a c’hraç Doue ; hac unan eus an effejou brassa eus he buissanç infinit ê hor c’honvertissa outa, pa pedomp en ur goall stad, rac neuse omp henvel ouz an idolou pe veus a re e comser ama.

Guenou hon eus eguis an idolou-se, ha ne barlantomp quet ouz Doue dre an oræson ; daoulagat hon eus, ha ne velomp banne, o veza dallet gant hor goall inclinationou ; diou scouarn hon eus, ha ne glevomp quet ouz comsou Doue ; diou fron hon eus, ha ne santomp quet ar c’houez mad eus an exempl a zisquez deomp ar sent hac an dud vertuzus ; daouarn hon |}

  1. Moullet : -vart.