Pellaït peb droug diouzomp tud miserabl,
Hac obteni peb mad deomp a-hent-all.
Disquezit deomp ez oc’h Mam en hon andret,
Grit ma vezo dreizoc’h recevet mad
Hor pedennou gant nep en deveus prijet
Evidomp-ni beza ganet ho Map.
Guerc’hes santel ha pur dreist ar guerc’heset ,
Ha dreist an oll douç hep comparæson,
Diouz hor viçou goude beza dilivret,
Hon rentit douç ha chast e peb fæçon.
Grit deomp cundui bepret ur vuez vertuzus,
Preparit deomp un hent sur ha certen ,
Evit ma’z aïmp da velet ho Map Jesus
Ha d’he veuli gueneoc’h da virviquen.
Enor ha gloar ato d’an Tad eternel,
D’he Vap unic Jesus Christ Doue ha Den ;
Ar memes gloar ive d’ar Speret Santel,
Tri ferson en un Doue epquen. Amen.
V/. Diffusa est gratia in labiis tuis. R/. Proptereà benedixit te Deus in æternum. |
V/. Ar c’hraç a so squillet var ho musellou, Guerc’hes. R/. Abalamour ma en deveus roet Doue deoc’h he venediction eternel. |