Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
Gousperou ar Verc’hes.

CANTIC VAR AR MAGNIFICAT,

Pehini so bet composet gant ar Verc’hes he-unan, pa saludas he c’hiniterv santes Elisabeth, hac a ves canet en Ilis e fin ar Gousperou, evit neuse pa vez an deiz o finissa, ma savimp gant muioc’h a ferveur hor speret diouz traou ar bed-ma etrese Doue ; hac o consideri ar faveuriou eus he drugarez en hon andret, ma hen trugarecaïmp ha ma her meulimp gant an oll affection eus hon c’halon. Peb—hini a ell applica deza he-unan ar c’hantic-ma, evit trugarecat Doue pa en deveus recevet ur c’hraç particulier bennac diganta, ispicial goude ar gommunion. Var an ton dreist-ordinal eus ar Stabat Mater.

Ant. Mam eürus.

EUs a galon hac a c’henou
E c’hlorifian va Autrou,
Hac ec’h admiran bepret
He vadelez em andret.

Ant. Beata Mater.

MAgnificat : anima mea Dominum.

Gant ur joa bras eo va ene
Ravisset oll en he Doue,
Pehini eo va Salver
Trugarezus em c’hêver.

Et exultavit spiritus meus : in Deo salutari meo.

Abalamour m’en deus prijet
Sellet ouzin ha me displet ;
Galvet vezin a vrema
Eürus bras gant peb-unan.
Rac an hini a ell peb tra,
So he hano ar santela ,
En deus eno operet
Traou pere so bras meurbet.
He drugarez a squill he c’hraç
En abondanç a raç-e-ra[ç] [1]
Var nep a zeu gant fizianç
Da veva en ho zoujanç.
Disquezet en deveus ivez
Eus he vreac’h ar galloudeguez ;

Quia respexit humilitatem ancillæ suæ ; eccè enim ex hoc beatam me dicent omnes generationes.

Quia fecit mihi magna qui potens est : et sanctum nomen ejus.

Et misericordia ejus a progenie in progenies : timentibus eum.

  1. Moullet : rac.