Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
Gousperou ar Verc’hes.


GOUSPEROU AR VERC’HES.

Ar memes Antifonennou pere so merquet diaraoc evit Laudes peb re d’ho amser, a guemerrot ivez evit Gousperou ar Verc’hes, o lavaret peb-hini araoc ha varlerc’h peb salm evel da Laudes.

Goude beza lavaret ar Pater hac an Ave, Maria, devotamant, e commançot evellen, oc’h ober sin ar Groas. Var ton : Presantomp oll, etc.

DEus, in adjutorium meum intende : Domine , ad adjuvandum me festina.

Gloria Patri, et Filio : et Spiritui Sancto.

Sicut erat in principio et nunc et semper: et in sæcula sæculorum. Amen. Alleluia.

Peautramant, Laus tibi, Domine, Rex æternæ gloriæ.

BEzit attantif, me ho ped,
Va Doue, d’am sicour bepret ;
Autrou, plijet gueneoc’h hasta
Dont em izom d’am assista.
Enor ha gloar da Zoue an tad,
Ar memes gloar da Zoue ar map
Ha d’ar Speret Santel ive,
Tri ferson distinc en un Doue.
Ar c’hloar a so bet a viscoaz,
Ra vezo rentet brema c’hoaz,
Hac ato ha da virviquen
D’an Dreindet en un Doue epquen.
Evelse, va Doue, bezet gret
Ha ra viot trugarequeet,
Meuleudi deoc’h, Autrou santel
Ha roue a c’hloar eternel.

Ar Salm quenta, Dixit Dominus. Var an ton : Evit regli guell ho puez, hac evit en em avanç ; pe var an ear gallec : Je n’ai plus rien à prétendre, plus d’amis â rechercher.

Psalm. 109.

DIxit Dominus Domino meo : Sede à dextris meis.

DOue en deveus lavaret
D’he Vap unic hon Autrou :
Azezit, va muia caret,
Var va tron en tu-deou ;