CHetu ur myster bras, pehini a ro deomp leac’h da esperout an heritaij eus ar barados ! Cof ur plac’h guerc’h a so deut da veza un templ da Zoue. Ar Verb eternel ne d’ê quet en em souillet evit quemeret ur c’horf en he c’hreis ; quement seurt pobl a so a zeuiô d’he anaout, o lavaret : Ra viot meulet ha glorifiet hon Autrou. |
MAgnum hæreditatis mysterium, templum Dei factus est uterus nesciens virum : non est pollutus ex eâ carnem assumens ; omnes gentes venient dicentes : Gloria tibi, Domine. |
Da lavaret eo, adalec nosquent dissul Phasg da C’housperou bete nosquent dissul an Dreindet da C’housperou ive, e vez lavaret Ofiç ar Verc’hes er memes fæçon evel diaguent an Azvent epad ar bloaz ; hoguen e audes d’ar Benedictus, hac er Gousperou d’ar Magnificat, hac e Complidou ar Verc’hes da Nunc dimittis, e vez lavaret an Antifonen-ma.
Ant. Rouanez an eê, en em rejouissit, meulet ra vezo an Autrou Doue : rac an hini hoc’h eus meritet he zouguen en ho creis, meulet ra vezo an Autrou Doue ; a so ressuscitet, evel ma en devoa lavaret, meulet ra vezo an Autrou Doue ; pedit Doue evidomp, meulet ra vezo an Autrou Doue. |
Ant. Regina cœli, lætare, alleluia : Quia quem meruisti portare, alleluia ; Resurrexit sicut dixit, alleluia ; Ora pro nobis Deum, alleluia. |