Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
Ofiç bras ar Verc’hes.

Er memes fæçon-ma e finissot peb-unan eus an Ofiçou hac an Heuriou-all d’ar Verc’hes, pere so ama varlerc’h, hac erfin abarz quitaat, goude beza lavaret Fidelium animæ, etc., e leverrot pe an Alma Redemptoris, pe ar Regina Cœli, pe ar Salve, Regina, pere so tuma varlerc’h en fin Complidou ar Sul, peb-hini d’he amser evel ma ê merquet eno ive, ha neuse ec’h echuot dre a[r] [1] c’homsou-ma.

V/ Divinum auxilium maneat semper nobiscum.

R/. Amen.

V/. Ar sicour a Zoue ra choumo bepret gueneomp.

R/. Evellen bezet grêt.

Matinesou ha Laudes a ellot da lavaret ne deus forz pe diouz an nôz pe diouz ar mintin : hoguen an Heuriou munut, Prim, Tierç, Sext ha Non, a dleit da lavaret en deiz, daoust deoc’h pe diouz-tu abarz paoues, peautramant peb-hini e part.



AN HEURIOU MUNUT
eus a ofiç bras
AR VERC’HES.

EVIT PRIM.

Ave, Maria, etc.

DEus, in adjutorium meum intende : Domine, ad adjuvandum me festina.

Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.

Me ho salud, Mari, etc.

BEzit attantif, me ho ped,
Va Doue, d’am sicour bepret ;
Autrou, plijet gueneoc’h hasta
Dont em izom d’am assista.
Enor ha gloar da Zoue an Tad,
Ar memes gloar da Zoue ar Map,
Ha d’ar Speret Santel ive,
Tri ferson distinc en un Doue.

  1. Moullet : ac.