Ant. Chetu hon Autrou o tleout dont er bed-ma, hac he oll sænt assambles gantâ, hac e vezo en deiz-se ur sclerijen vras. Meulit an Autrou Doue. V/. Chetu hon Autrou o tleout apparissa var ur gouabren venn. R/. Ha millionou sænt assambles gantâ. |
Ant. Eccè Dominus veniet, et omnes sancti ejus cùm eo, et erit in die illâ lux magna. Alleluia. V/. Eccè apparebit Dominus super nubem candidam. R/. Et cum eo sanctorum millia. |
Pedomp.
NI ho supli, va Doue, da burifia hon eneou, oc’h ho bisita dre ho craç, evit d’ar fin pa deui ho Map Jesus-Christ hon Autrou gant he oll sænt, ma cafo ennomp va demeuranç preparet evitan. En pehini a vev hac a ren gueneoc’h en union ar Speret Santel, tri ferson en un Doue epquen epad an oll eternite. Evellen bezet grêt. V/. Autrou Doue, exaucit va oræson. R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec eno’ch. V/. Bennigomp ha meulomp an Autrou Doue. R/. Rentomp graçou da Zoue. V/. Ra blijo gant Doue dre he drugarez lacat an anaon fidel da repos en peoc’h. R/. Evelse bezet grêt. |
Oremus.
COnscientias nostras, quæsumus, Domine , visitando purifica ; ut veniens Jesus-Christus Flius tuus Dominus noster cum omnibus sanctis , paratam sibi in nobis inveniat mansionem. Qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritûs, etc. V/. Domine, exaudi orationem meam. R/. Et clamor meus ad te veniat. V/. Benedicamus Domino. R/. Deo gratias. V/. Fidehum animæ per misericordiam Dei requiescant in pace. R/. Amen. |
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/347
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
327
evit Laudes.