Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
OFIÇ BRAS AR VERC’HES
EPAD AR BLOAZ,

Hac a so cant devez a induljangou bep veich oc’h he lavaret en stad-vad. Da goueliou ar Verc’hes e ve lavaret an tri Nocturn oll ; mæs d’an deiziou-all ne ve lavaret nemet unan a bep-hini anezo d’an deiziou-ma ê merguet ama varlerc’h.



EVIT MATINESOU.

Me ho salud, Mari, etc. Ave, Maria, etc. Domine, labia, etc. Deus, in adjurorium, etc., gant an Invitation hac ar Venite, exultemus Domino, pere a gueffot het-a-hed en Ofiç an hano a Vari en commançamant an heuriou-ma ; ha rac-se n’ho lequeer quet ama.

An Hymn, var an ton latin.

EN cof Mari eo bet closet
An hini en deveus crouet
An eê, ar mor hac an douar,
Hac ho gouarn evit he c’hloar.
Cof ur plac’hic a c’hraç carguet.
Azougas nep so servijet

QUem terra, pontus, sydera colunt, adorant, prædicant, trinam regentem machinam, claustrum Mariæ bajulat.