Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
Instruction evit Gouel ar Conception.

mam da Zoue, ha trugarecaat Doue da veza roet d’ar bed an hini pe veus a hihi eo bet ganet Jesus, evel a lavar an aviel hirio ; hac evit quement-se e tleomp en em burifia ive diouz hor pec’hejou actuel, o tostaat ouz ar sacramanchou gant ut guir disposition, ha quemeret hirio ar resolution da zerc’hel un devotion particulier d’ar Verc’hes er fæçon-ma e tisquezet diaraoc, eleac’h ma treter eus an devotion-ma varlerc’h an exerciç evit ar gommunion.

Evit ar sænt-all, quen ebestel hac evangelistet, quen merzerien ha confessoret, quen guerc’heset hac intanveset, e queffot tu-ma varlerc’h un instruction evit peb seurt anezo ivez araoc ar gousperou, ouspen an instruction a so roet diaraoc evit an devotion d’ar sænt, hac an instruction-all evit ar suliou hac ar goueliou en general, pere a ellot da len var guement-se. Chetu ama en pros Ofiç bras ar Verc’hes : rac he Ofiç bian, pehini eo an Ofiç eus he hano hac he c’hurunen, a so lequeet en commançamant an heuriou-ma en guers.


————