Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
Instruction evit ar Pantecost.

Ne dleit quet mancout, mar d’ê possibl, d’en em gaout en ilis d’ar memes heur ma tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, da c’housout ê var-dro un nav eur diouz ar mintin ; ha goude beza eno adoret hac invoquet ar Speret divin-se gant hor mam santel an Ilis, pehini a gan d’ar memes heur-se ar Veni, Creator, ec’h assistot en oferen-bred, hac e lequeot ho poan, goude beza purifiet ho conscianç dre ur gonfession vad, da dostaat ouz ar gommunion santel gant seul-vui a ferveur hac a zevotion, ma esperot receo enni gant ar c’horf adorabl a Jesus-Christ he Speret Santel ive, pehini a ro ar vuez a c’hraç, hac anes pehini ne servije da netra deoc’h receo corf ho Salver er sacramant adorabl eus an auter.

D’al leun ha d’ar meurz, mar pad ar solennite eus ar gouel bras-ma, e continuot ar memes devotion bac e tremenot ivez ar rest eus ar sizun o pidi Doue, gant mui a garantez hac oc’h exerci an œuvrou mad gant mui a sourci hac a liberalite, ha dreist peb-tra o veva en union gant ho tud ha gant an oll en quement ha ma ê possubl deoc’h, evit imita an union a voa etre ar gristenien guenta pere a oe convertisset en Jerusalem da guenver an amser ma ; union quer bras, ma lavar ar Scritur, penaus oa comun ho zanvez entrezo tout, ha ne reant-oll nemet ur memes calon hac ur memes speret. Erguis-se e tennot var hoc’h ene un abondanç nevez a c’hraçou hac ar barticipation ampl er frouez hac en donæson eus ar Speret Santel d’ar Pantecost.

An teodou-tân en furm pere e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, a represant ar graçou pe veus a re ramplissas ha pere a dleit ive da c’houlen outan, da c’housout eo, an elocanç signifiet dre ar furm eus an teod, evit ma reot un usaij mad eus hoc’h hini; ar furnez sinifiet dre ar sclerijen eus an tân, ma vezo sclereet ho speret dre ar furnez divin, evit anaout hac accomplissa volontez Doue ; hac ar garantez sinifiet dre an domder eus an tân, evit ma