Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
Instruction evit an Asçançion.


occupationou legitim ; ha tremenomp, evel an disquibien-se, an dec dez a so etre Iaou-Basq hac ar Pantecost en exerciç eus ar garantez en andret Doue hac hon nessa, o pidi Doue gant ferveur ha ganr perseveranç alies en deiz, evit ma plijo ganta digaç deomp ive ar Speret Santel d’ar Pantecost. Evit quement-se e c’hallimp lavaret bemdez hym ar Iaou-Basq hac ar Veni, Creator, pere a so tu-man varlerc’h Gouspero ar Sul, oc’h ajouti ar Miserere meî, pehini a gueffot en fin al levr-ma etouez ar seiz Salm.


INSTRUCTION EVIT AR PANTECOST.

AN deiz eus ar Pantecost pehini eo an anter-cantvet devez varlerc’h dissul Pasq, a voa consideret bras el lesen ancien, pehini a greder a voa bet roet da Voyses var menez Sinaï d’ar memes deiz-ma, da guenver pehini e offret ive da Zoue ar brividi eus a froueziou an douar, pere a gommancer da zastum var-dro an amser-ma en bro ar Iudevien.

Brassoc’h myster eguet quement se a ra hor sujet eus hor Pantecost ni-etresomp christenien, rac an donediguez eus ar Speret Santel var an ebestel, ar gommançamant euz ar bredication al lesen nevez, hac an etablissamaot pe ar c’hinivelez eus an Ilis catholic eo a zeu da gonsacri an deiz santel ma, ha da ober deomp-ni he solennisa. He-ma eo an deiz da pehini, o veza disquennet ar Speret Santel visiblamant var disquibien hor Salver en furm teodou-tân, et sortisont eus an ti-ma oant en em retiret ennan evit gortos an donediguez eus ar Speret divin-se a voa bet prometet dezo gant Jesus-Christ, hac ecomcnançont da brezec hardimant ar memes Jesus-Christ crucifiet ha ressuscitet, hac e vadesont var-dro tri mil den eus ar Iudevien pere en em gonvertissa[s] dre ar guenta predication a eureu sant Per, pere a oe heuliet prest goude gant brassoc’h niver a re-all dre bredication ar memes abostol.