en peb deiz eus hor buez. Observit ervat an instruction-mâ, hac avertissit ho tud d’he heul ive pelloc’h, mar fell deoc’h tenna benediction Doue var ho quein ha pellât he voaligner divarnoc’h.
AR myster eus an Asçansion, pehini eo an diveza eus a vysteriou hor Salver, en represant deomp o pignat en eê, eleac’h ma’z eo azezet en tu-deou d’he Dad, ha na baoues oc’h intercedi evidomp ; ac’hano e scuill he c’hraçou varnomp hac ema oc’h hor guervel bepret ; eno ema o prepari deomp ar plaç pehini hor bezo en he varados, mar queromp heuli an exempl en deveus roet deomp, hac observi he c’hourc’hemennou santel ha re an Ilis.
Ret eo’ta er gouel-ma distaga hor c’halon diouz an douar, hac huanada etrese an eê euz a pehini e tigor Jesus-Christ an ôr deomp hirio. Ret ê deomp en em unissa ganta, mont a speret d’he heul endra ema o pignat en ee, ha goulen outan he speret doubl, evel ma c’houlennas Elisee ous Elias pehini a oe transportet en ear, da lavaret ê, o c’houlen carantez Doue ha carantes an nessa ; rac ar speret doubl-se (pehini, peguement bennac ma en deveus diou visaij, ne d’é couscoude nemet unan) eo ar garantez gant pehini e caromp Doue abalamour deza he-unan, hac hon nessa evel deomp hon-unan abalamour da Zoue.
Goude ma oa pignet hor Salver en eê divar menez Olivet, e tistroas he zisquibien ac’hano da Jerusalem hac hervez an urz ho devoa recevet diganta, e chomsont retiret en un ti, hac e perseversont en oræson gant ur memes calon quen a recevsont ar Speret Santel er retret-se.
Heuliomp an exempl-ma ; chomomp ive retiret diouz ar bed en quement ha ma permet gueneomp hon