Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
Instruction evit ar Pantecost.

vezo tomet ho calon gant carantez Doue. An tân divin-ma eo a so represantet ive dre an ornaman-chou ruz a zoug an Ilis d’ar Pantecost, hac ar memes liou a zoug c’hoas da voueliou ar verzerien, evit disquez penaus ho deveus squillet ho goad evit Jesus-Christ, ouz pehini e teve ho c’halonou gant an tân eus he garantez. Goulennit ouz Doue’ta gant ferveur, ma plijo ganta devi ho calon ive gant an tân divin-ma eus he garantez, o lavaret devotamant ar Veni, Creator, hac an oræsonou pere so marquet ama var-lerc’h evit goueliou ar Pantecost, hac ouspen ar Veni, Sancte Spiritus, pehini so er gommançamant al levr-ma, hac a velit ar veleien oc’h he gana var ho daoulin en fin an abostol en oferen epad ar goueliou eus ar Pantecost. Mad ve deoc’h ive lavaret seiz Pater hac Ave evit goulen, ar seiz donæson eus ar Speret Santel, pere eo doujan$ç Doue, an devotion, ar squiant, an nerz, ar gusul, an intellijanç hac ar furnez.


instruction evit dissul an dreindet.

BEmdez ha particulieramant bep sul hed ar bloas e tleomp adori an Dreindet sacr, da lavaret eo, un Doue epquen en tri ferson distinc, an Tad, ar Map hac ar speret Santel. He-ma eo ar c’henta hac ar brassa myster eus hor feiz, hac a bropos hon religion deomp continuelamant evit he adori. An Ilis e deveus instituet ur gouel particulier evit enor myster an Dreindet ar c henta sul varlerc’h ar Pantecost : da guenta, abalamour ma oe hen-nez ive ar c’henta sul hac ar c’henta devez a repos a solennisas ar gristenien en enor d’ar Dreindet santel, goude ma ho devoe recevet ar feiz hac ar vadisiant digant an ebestel d’ar Pantecost ; ha d’an eil, evit hon angaji da zihuna ha da nevezi hor feiz en quenver ar myster bras-ma en despet da guement heresi so bet savet en he enep.