sitionou hon eus lavaret, hor bezo leac’h da esperout ar memes issu-mad evel a erruas goude ar proccession a eureu ar pab sant Gregor en Rom en amser ur c’hlenvet contagius pe gant hini e varve an dud a steiou. Rac er fin ar procession-se, durant pehini e tougas ar pab santel-ma imaij ar Verc’hes, e oe guelet an Æl exterminateur o fourra he gleze en be c’houin, evit rei da entent penaus oa paoueset ar venjanç ha calmet ar goler a Zoue dre an devotion ho devoa bet ar bobl er processiun.
AR guer-ma Azvent a sinifi donediguez, hac a so un amser instituet gant an Ilis evit hon avertissa d’en em brepari varben an donediguez a c’hraç eus hor Salver en hon eneou da Nedelec, ha quer couls varben he zonedignez a c’hloar unan an deiziou ma pa deuio d’hor barn, hervez an aviel eus ar sul quenta an Azvent. Dre ar peder sizun eus an Azvent eo represantet deomp ar pevar mil vloaz a ioa adalec ma oe crouet ar bed bete ma teuas hor Salver var an douar.
An Ilis eta pehini a implij an amser santel-ma da oher deomp en em dispos d’ar gouel bras a Nedelec, a laca dirac hon daoulagad : da guenta, ar bromessaou en deveus bet grêt Doue epad ar pevar mil bloaz-se da zigaç ar Messias he Vap er bed-ma evit sauvetei an dud ; d’an eil, an huanadou hac an desirou eus ar batriarchet hac eus an dud santel epad an amser-se o c’hortos he zonediguez er bed ; d’an trede, ar bredicationou eus ar brofedet pere ho deveus oll annoncet ar memes donediguez ; ha d’ar pevare, quement-so desquet deomp en aviel eus a gomsou hac a actionou ar Verc’hes bete ma c’hanas hor Salver. Gant quement-se c’hoas ec’h ajout an Ilis an avertissamancnou hac an exortationou a reas sant Ian, precursor Jesus-Christ, d’ar bobl evit ho dispos d’he receo ha d’he anaout evit ar