Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
Instruction evit an Tro’r-Veret.


catholic eus an eil parres gant eben, hac eus an eil pobl gant eguile, o vont erguis-se an eil re da ilis ho hentez en procession ; evelse ivez e vez lequeet an eil c’hroaz hac an eil baniel da boquet d’eben pa en em rancontr an eil procession gant eben eus an ilisou-se, evit rei mercou a garantez hac a union an eil re d’ho hentez anezo ; d’ar seizvet erfin, evit pellaa[t] goaligner Doue, ha tenna he venedictionou var ar madou eus an douar da sustanti ar bobl en he servij.

Chetu eno petra dle ober deomp caout ur respet bras evit tro’r-veret bac evit ar processionou-all, ha beza dilijant ha sourcius da assista enno devotamant. Hoguen pa zeer en procession daoust pe tro’r veret p’eleac’h-all, e tleer querzet enni gant urz, ha gant modesti ; hac evit querzet gant urz, e tleer chom varlerc’h ar veleien, ar vouazet da guenta hac ar mer-c’het goude-se. Un disurz hac ur gonfusion eo mont eraoc ar veleien hac en ho c’hêver, ha mont ar vouazet hac ar merc’het assambles pelmel. Peb re a dle cbom en ho renq evel un arme santel renquet en ur vatail da vreselecaat ouz an adversourien eus hor silvidiguez ; Castrorum acies ordinata [1]. Evit querzet gant modesti er procession, e tleomp sellet a isel ha non pas en-dro deomp, chom er silanç hep en em antreteni gant den, hac occupi hor speret hac hor c’halon gant Doue ; o lavaret hon devotion pe o sonjal en un dra bennac a vad.

Ar procession ne de quet ur bromenaden eleac’h ma ve permetet causeal ha caquetal an eil-se gant ho hentez ; un assamble a religion, a zevotion hac a bedennou eo. En disposition-ma’ta eo e tleomp assista enni adalec ar pen quenta betec ar pen diveza, hep mont d’en em divertissa d’ar poent ma tleffet beza en instruction hac er station ebarz en Ilis. Anes, eleac’h enori Doue hac ar sænt, nemet ho disenori na raïmp ha lacat Doue da facha ouzomp eleac’h he galmi, ha tenna he venjanç varnomp eleac’h he drugarez. Hoguen mar assistomp er processionou gant an dispo-

  1. Cant. c., VI, 3.