couls en fin ar gousperou, non pas epquen da sul, mæs ive da vouel bers. Hor Mam santel an Ilis eo e deveus instituet ar processionou-ma, evel ma int bet inspiret gant Doue memes el lesen ancien, en pehini e velomp cals a exemplou anezo. An Ilis eta e deveus heuliet al lesen ancien er poent-ma o commanç ober processionou quer quent ha m’he permetas ganti ar persecution pehini en devoa diouz an dirantet er gommançamant ar gristenez.
Ar fin hac an intantionou en general p’evit re eo bet instituet ar processionou-ma quen da vont en tro’r-veret, quen da vont eleac’h all pelloc’h , eo da guenta evit renta un enor dreist-ordinal da Zoue, hac ive d’ar Verc’hes ha d’ar sænt, evel eo procession dissul Bleuniou, eleac’h ma teu an Ilis da nevezi an enor a oe rentet d’hor Salver pa reas he antre solennel gueichal er guear a Jerusalem ; evel ivez er procession ar sacramant eleac’h ma reer ur speç a driomph d’hor Salver ebarz ar myster-ma ; hac evel er processionou a vez great particulieramant en enor d’ar Verc’hes pe d’ar sænt, eleac’h ma vez douguet gant pomp ha gant resped imaij ar Verc’hes pe relegou ur sant bennac aviziou ; d’an eil, evit trugarecat Doue eus he c’hraçou special hac evit obteni diganta a nevez graçou all particuHer; d’an drede, evit enori ar sorti a Vap Doue digant he Dad eternel, pa zeuas d’en em ober den, hac evit enori ar beachou en deveus grêt evidomp er bed-ma ; d’ar pevare, evit ober pinijen eus hor pec’hejou, hac apæsi coler Doue pehini a veritomp dreizo, evel ma’z eo an intantion eus a processionou ar jubile hac eus ar re sant Marc hac ar rogationou ; d’ar pempet, evit imita an devotion eus ar gristenien ancien pere a iea da visita beziou ar verzerien ; evelse ive e ra alies ar processionou ur station en un ilis pe en ur chapel devot bennac d’ar Verc’hes pe da darn eus e sænt, eleac’h ma vezont pedet hac enoret particulieramant ; d’ar c’huec’hvet, evit antreteni an union gristen ha