Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
Instruction evit an Azvent.


Messias ; hac erfin e teu da unissa assembles an donedignez diveza a Jesus-Christ gant ar guenta, evit, dre an doujanç hac ar spont rac he zonediguez diveza da zeiz ar varn, pehini a vezo un donediguez a rigol hac a justiç, ma teuio ar bec’herien da zihuna eus ho fec’hejou, ha d’en em lacat en stad da brofita eus he zonediguez quenta da Nedelec, pehini so un donediguez a c’hraç hac a drugarez.

Ac’han ec’h aller anaout sclear an intantion hac an desir bras e deveus hon mam santel an Ilis epad an Azvent, e ve Jesus-Christ furmet a-nevez enomp da Nedelec dre ar grescanç eus he c’hraçou ha dre an augmentation eus ar feiz, an esperanç hac ar garantez, hac eus ar vertuziou-all, evit dre ar voyen-se ober he zonediguez spiri[t]uel en hon eneou. Evit quement se’ta e tleomp da guenta anaout an necessite hon eus ma teue Jesus-Christ d’hor sauvetei gant he c’hraç, pa hon eus quement a inclination da bec’hi ha pa’z omp quer bras dleourien da justiç Doue dre guen alies a grim hon eus commetet ; d’an eil, e tleomp, evel ar batriarchet, ar brofedet hac an dud just eus an amser ancien, caout un desir bras ha pidi Doue stard ma teui hor Salver da ober he zonediguez a c’hraç en hon eneou ; d’an trede, he adori a galon alies en corf he vam ar Verc’hes epad an Azvent, hac enori assambles ar vam divin-se pehini en deveus bet an heur d’he gonceo, d’he zouguen en spaç a nao mis, ha d’he chenel er c’hraou a Vethleem hep ofifans ebet d’he guerc’hdet ; d’ar pevare, en em brepari d’he ziguemeret dre ar binijen hac ar regret d’hor pec’hejou, evel a so represantet deomp dre al liou violet pehini eo an habit a binijen a zoug an Ilis en he guiscamanchou epad an Azvent, ha dre ar bredication hac an exempl a binijen eus a sant Ian Vadezour en desert, eleac’h ma cri ouzomp dirac Nedelec prepari an hent d’an Autrou da zont davedomp. Dre ar gommunion vad pehini eo ar pempet tra [a] dleomp da ober, vezo e teuio davedomp en guiriouez en he bersonaij propr. Am-