ha da denna varnomp ar venediction hac ar sicour a Zoue : chetu eno petra c’houlen an Ilis dre an oræsonou a lavar ar belec o venniguen an dour. Ar ræson p’evit hini e lequeer ive holen benniguet e mesq an dour-ma ; eo abalamour ma’z eo an holen ur zin hac ur represantation eus ar brudanç hac eus ar furnez, evel a lavar hor Salver, ha ma’z eo an dour ur sin hac ur represantation ive eus ar sclerder, eus ar simplicite hac eus ar burete. An Ilis eta a vesq an holen gant an dour o c’houlen ouz Doue evit ar re pere a guemer eus an dour-se, ma teuio ar Speret Santel da netaat ho eneou ha da brodui enno ar simplicite hac ar burete eus ar goulm, hac ar brudanç pe ar furnez eus ar serpant.
An dour benniguet a vez great bep sul , evit ma c’hallo ar gristenien fidel cass ganto anezan d’ho ziez, pa en em assamblont en ilis d’an deix-se. Neuse ivez ez a ar celebrant en dro diabarz an Ilis da deurel eus an dour benniguet-se dreist an dud quent an oferen-bred, evit ho furifia hac evit obteni dezo digant Doue ar c’hraç da assista devotamant er sacrifiç, hep beza troublet gant an ærevent pere a chasser divar ho zro gant an dour benniguet-se. Er memes amser e vez canet an Asperges gant ar Miserere meî, evit goulen ouz Doue misericord, hac evit he bidi da squilla var an eneou an dour eus he c’hraç, d’ho goalc’hi ha d’ho netaat diouz ho fec’hejou. Chetu eno pebez avantaij ho deveus ar re pere so sourcius d’en em gaout en ilis durant an Asperges ; ha chetu ive petra a goll ar re pere a chom da gauseal ha da varvaillat en dro d’an ilis d’ar memes poent, eleac’h en em gaout en ilis araoc an Asperges.
Lequeet a vez an dour benniguet-ma en antre eus an ilis er pincinou, evit rei da entent d’an dud pe gant purete a gonscianç e tleont antren ebarz evit beza dîn d’en em bresanti dirac Doue en he di ha da goms outan en ho fedennou. Abalamour da-se e tleont quemeret eus an dour benniguet-se da frota ouz ho