zal en ur ober sin ar groas gant un act a gontrition, evit ma vezo agreabl ho fedennou da Zoue, o veza purifiet diouz ho fec’hejou dre ar voyen-se.
Chetu ama’ta pe da boent e tleomp implija deveus an dour benniguet : 1. diouz ar mintin pa savomp ; 2. diouz an nôz pa’z eomp da gousquet, o teurel anezan ive var hor guele, evit chasseal an ærevent, na zeuint quet da rei goall euvrou deomp en hor c’housq ; 3. pa antreomp en ilis ha memes en hon demeuranç, ha pa sortiomp emeas ; 4. pa gommançomp da bidi Doue evit chasseal an distractionou ; 5. pa vezomp tentet hac en danjer da bec’hi ; 6. pa vez curun ha luc’het, pe ur pirill all bennac ; 7. pa vez den clan pe varo, e tleer ive teurel dour benniguet dreistan, hac ouspen eleac’h ma vez enterret ar c’horfou pe daolet ho relegou, evit obteni digant Doue dre vertuz ar pedennou e deveus great an ilis var an dour benniguet-se, ma plijo gantâ purifia quent a-se an eneou a so en poaniou ar purcator, hac ho dilivra prontamant da vont da jouissa eus he c’hloar. Mæs ne dleer quet teurel a vozadou an dour benniguet var ar beziou nac e-quichen ar pincinou, evel ma ra cals pere a zisec’h erguis-se timat quement pincin a gueffot, evel- pa na falfe dezo lesel banne dour benniguet gant ar re-all var ho lerc[’]h. Quement a dal ur berad taolet diouz pen ar biz gant devotion, evel pa daolet ur scudellat ; rac ne de quet diouz ar gantite eus an dour-se eo e tepand soulajamant an anaon, diouz an devotion pe gant hini e taoler eo.