Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/223

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
Instruction evit ar Sul hac ar Gouel.


e quemerrot ur gouraij nevez da souffr ha da vervel gant Jesus-Christ d’ho coall inclinationou ha d’an attaich ouz quement-se var an douar, evit beva ivez ha ren gantan eternellamant goude-se en he barados.

Er goueliou-ma celebr an Ilis ur myster-bennac enno e lequeot ho poan d’en em instrui varnezo diouz an instructionou a gueffot evito ama varlerc’h, ha da excita en hoc’h ene ar santimanchou a feiz a fizianç, a garantez hac a anaoudeguez-vad a c’houlen ar myster-se digueneoc’h. Hac ar goueliou pere a gonsacr an Ilis d’ar memor eus ar sænt, ec’h adorot Doue pehini so admirabl en he sænt, hen trugarequeot eus ar gracou bras en deveus bet great dezo, ho fedot da intercedi evidoc’h dirac Doue ; hac o consideri ho gloar, e quemerrot couraij hac ar resolution da imita en ho buez gant ar c’hraç a Zoue, ar pez a ellot hervez stad hac ho condition.


Instruction evit an Dour benniguet
Hac evit Procession Tro’r-Veret.

AN usaij eus an dour benniguet a so instituet gant an Ilis abaoue an ancienandet quenta. Intantion an Ilis oc’h institui an dour benniguet eo digaç deomp da vemor eus hor badiziant hac eus a voad Jesus-Christ pe gant hini omp goalc’het diouz hor pec’hejou ; ha rac-se quellies gueich ma quemeromp dour benniguet, e tleomp caout sonj penaus en de-veus Jesus-Christ hor goalc’het gant he voad, hac he drugarequaat eus ar c’hraç-se ; ha goude-se caout memor eus ar saë-venn pe ar burete eus hon ene pehini hon eus bet recevet en dour eus hor badiziant, o caout regret d’he beza souillet dre hor pec’hejou.

An dour benniguet, mar en implijomp gant devotion, en deveus ar vertuz da chasseal an drouc speret divar hon tro, da burifia an ear, da bellaat ar gurun hac an tempest, da effaci hor pec’hejou veniel,