Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
Instruction evit ar Sul hac ar Gouel.


hepquen, hep ajoufi gant quement-se œuvr all ebet a religion hac a zevotion, evel a c’hoarvez gant cals a gristenien, an dra-se so control d’ar speret ha d’an intention eus an Ilis er gourc’hemen-se memes, ha disobeissa da gourc’hemennou all pere e deveus great, ouspen ma chomer er fæçon-se hep satisfia d’ar gourc’hemen a ra Doue da santifia ar sul het-a-het epad an deiz.

Rac-se’ta ho pezo sourci d’en em absteni da sul ha da vouel diouz peb pec’het, diouz peb labour hac occupation diffennet,ha diouz quement so control d’ar santification eus an deiziou santel-ma. Lacat a reot ho poan d’en em santifia hoc’h-unan oc’h en em burifia diouz ho pec’hejou dre ar gontrition, hac o tostaat ouz ar gonfession, mar en em santit en stad a bec’het marvel. En em renta a reot fidel hac assidu da assista gant attantion ha gant devotion en oferen-bret, er prôn, en instructionou, er sarmon hac er rest eus ar servij divin, pehini a vez celebret quent ha goude creisdeiz en hoc’h ilisou. Hac oc’h implija an darn-vuia eus an deiz en ezerciçou public-se pere a vez great en ilis, hac er praticou all a zevotion hac a garantez, ec’h ellot quemeret ivez un nebeudic amser bennac da recrei ho speret, da zisquiza ho corf diouz al labour hac ar fatig eus ar sizun, dre ur repos inoçant pe dre ur recreation hac a ve honest, hep rei goall exempl ebet da zen.

Ar sul o veza consacret particulieramant evit enori ar ressurection eus hor Salver, a ro leac’h da sant Ambroas da lavaret penaus e tleomp consideri peb stil a hed ar bloaz evel ar Sul-Phasq, hac a ra ive d’an Ilis lavaret an Angelus a-sao eus adelec ar sadorn da greisdeiz betec ar sul da nôz, en memor eus ar resurrection glorius-se, pe dre hini a savas hon Autrou eus ar bez da sul. Ha rac-se e lequeot ho poan da antren en speret an Ilis en deiz-se, hac o caout memor eus ar myster bras-se, pehini eo an errez eus hon esperanç da ressuscita ivs svit ar c’hloar unan an deiziou-ma ;