Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
Instruction evit ar Sul hac ar Gouel.


apparchant ouz servij Doue, hac en œuvrou a religion hac a zevotion.

Etre an œuvrou-se e deveus an Ilis choaset unan en particulier, pe da hini fal[v]e[s]et [1] dezi hon oblija dindan boan a bec’hi marvelamant, nemet un excus legitim hor be ; da c’housout eo, assista devotamant er sacrifiç divin eus an oferen. Hou-ma eo ar guenta hac an excellanta eus an oll œuvrou a reiigion. An Ilis oc’h ober deomp ar gourc’hemen-ma, ne deveus quet pretantet hon exanti eus an obligation pehini hon eus d’en em applica en deiziou santel ma d’an œuvrou all a religion hac a zevotion : un action santel epquen ne de quet aoualc’h evit santifia het-a-het an deiz, ha ne hell quet rei al liberte da dremen ar rest eus an devez en afferou tamporel nac en divertissamancbou, pa ne vent quet memes criminal na disagreabl da Zoue.

Ar gourc’hemen-ma da glevet an oferen d’an hevelep deiziou, a so bet great en un amser ma voa accompagnunequeet ar sacrifiç divin-se gant cals a bedennou, a instructionou, a lecturiou hac a oeuvrou-mad pere a zalc’he ar gristenien fidel en ilis un darn vras eus an deiz, hac evelse hen tremenet casi het-a-het oc’h assista en oferen, pehini a gomprene neuse cals a actionou santel hac a ceremoniou na gompren quet brema. Hoguen an intantion hac an urz eus an ilis eo hrema c’hoas ma vezo assidu he bugale da assista en oferen-bred, er pron hac en instructionou a vez great en ho farres d’an deiziou santel se : hac e c’houlen outo ive ma vezint sourcius da assista er gousperou bac er rest eus ar servij divin. En em abusi eo’ta dont d’en em gontanti da sul ha da vouel da assista en un oferen varblean epquen, ha fallout compren en assistanç-se an oll santincation eus ar sul hac ar gouel pehini so gourc’bemennet deomp. Obeissa a reer evit guir d’al liseren eus a courc’nemen an Ilis oc’h assista epquen en oferen da sul ha da vouel ; mæs en em gontanti da assista en un oferen varblean

  1. Moullet : falsevet.