Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
Instruction evit ar Sul hac ar Gouel.


ar gristenien her galver c’hoaz deiz ar bara, dre sujet ma en em assamble an disquibien hac ar grisrentien fidel en ur memes leac’h da derri ar bara, da lavaret ê, da gommunia bep sul ; quement-se eo a so represantet brema dre ar bara benniguet pehini a vez distribuet en ilis bep sul, hac a dleer da guemeret gant devotion evit communia spirituelamant, oc’h he zibri gant desir da receo corf Jesus-Christ.

Oblijet omp eta da santifia ar sul en anaoudegues da guenta en andret Doue an Tad, d’hor beza crouet ; d’an eil, en andret Doue an Map, d’hor beza prenet ; ha d’an drede, en andret ar Speret Santel, d’hor beza santifiet gant he c’hraç.

An Ilis e deveus cafet a propos oblija he bugale da santifia er memes fæçon certen deiziou-all er bloaz, pe deus a re darn a so evit enori ar mysteriou eus hon redamtion, ha darn all evit enori ar memor eus ar Verc’hes Vari hac eus ar sænt, hac an deiziou-se a so hanvet goueliou.

Santifia ar sul hac ar gouel ê ho zremen hac ho implija santelamant. Ar santification-se a gonsist en daou dra : da guenta, oc’h en em absteni diouz peb œuvr servil, [h]a [1] diouz peb labour ha peb occupation tamporel, a guement na vez quet necesser evit servij Doue hac evit mezur ar c’horf hac antreteni ar vuez. Ret eo ervat caout memor penaus eus an oll œuvrou servil ar servila hac ar voassa eo ar pec’het, pehini hon rent servijerien hac esclavet d’an ærouant ; ha peguen difennet bennac eo al labourat d’an deiziou santel-ma, ez ê c’hoes criminaloc’h, evel ma remerq sant Augustin, ho zremen en dançou, en divertissamanchou hac er c’hoariou libertin, eguet na ve ho implija el labour.

An eil tra eo en em santifia hon-unan hac en em burifia diouz hor pec’hejou, o tistrei ouz Doue dre ur guir binijen hac ur guir confession, mar en em guelomp en goall stad, oc’h en em occupi en pez a

  1. Moullet : da.