Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
An Devotion d’an Æl-mad.

O soufr he zeffotou hac oc’h he assista ;
Hoc’h Æl asouffr ho re, hac hoc’h assist bepret ;
Peguen ingrad bennac e veac’h en he andret.
Evel d’han bezit chast en hoc’h actionou ,
Hac en hoc’h oll gomsou hac oll sonjesonou,
Un horrol bras en deus ouz al lubricite,
Rac ma’z eo an Ælez memes ar burete.
Evit derc’hel memor eus an devotion,
Ar fizians, an enor, an imitation,
En quêver hoc’h Æl mad, deza ec’h adressot
Bemdez ar beden-ma liessa ma ellot.

ANgele Dei, qui custos es meî, me tibi commissum pietate supernâ hodiè illumina, custodi rege et guberna Amen.

ÆL Doue, pa’z oc’h d’in
Gardien deputet
Dre he vadelez divin,
Diouz peb droug d’am miret,
Scleraït va speret,
Diouallit va c’halon,
Ma gouarnit bepret
Gant sourci ac’hanon.
Evellen bezet grêt.

Oræson evit an deiz ma oemp ganet, hac evit peb meurz a hed ar bloaz, da drugarecât Doue da veza digacet deomp hon Æl-mad, ha da drugarecât ivez hon Æl-mad eus he oll madelez en hon andret, och he bidi d’he c’hontinui bepret, hac o protesti beza fideloc’h da senti outa hivisiquen. Var ton guers Theophilus.

GRaçou deoc’h, va Doue , da veza digacet
Eus ho palæs ur prins da chom guenê bepret,
Da veza d’in cusul, difenner, alvocat,
D’am pellat diouz an droug ha d’am douguen d’ar mad.
Me ho trugareca ive, c’houi, va Æ1 quer,
Eus an oll madelez hoc’h eus bet em c’hêver;
Mez am eus o sonjal em dizanaoudeguez
En hoc’h andret, siouaz, hac em lesireguez.