Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
An Devotion d’an Æl-mad.

Mad ve deoc’h lavaret nao Fater hac Ave
En enor an nao c’heur a Ælez en deiz-se ;
Hor Salver en deus bet revelet he-unan (in vitâ ipsius)
Da santes Mectilda [1] an devotion-man.
D’an deiz ma oe ganet, en gloar d’Æl-Gardièn,
E custume bep bloaz distribui d’ar beorien
Quellies a bistol hac a vloaz en devoa
Charles-Emmanuel, un Duc vras a Savoa [2].
He imita ellit ive diouz ho moyen ,
O tistribui bep bloaz en deiz-se d’ar beorien
Quellies tam bara, pe liard, pe vennec,
Evel a vloaz a so abarz oc’h bet ganet.
Peautramant quellies a veich o repeti
Oræson an Æl-mad, an Angele Dei ;
Pe o poquen d’an douar quellies gant regret
Da veza bet disent hac ien en he andret.
Evit m’en em rentot dîn eus he garantez,
Ha ma hoc’h assisto gant mui a volontez,
Bezit henvel outan dre’n imitation
Eus he oll vertuziou ha dre’n devotion.
Ne baoues o sonjal en Doue gant respet,
Continuellamant ema oc’h he garet;
Ha c’houi, sonjit enna lies a veich ive,
O lavaret deza : Me ho car, ma Doue.
Hoc’h Æl-mad en deveus un obeissanç vras
Da volontez Doue pa blij ganta he gaç ;
Rac-se’ta bezit pront ouz Doue da senti,
Hac ouz nep en deveus varnoc’h da gommandi.
Dre an humilite ar c’hraç en deveus miret
Ha gloar ar barados en deveus meritet ;
Eleac’h ma’z ê Satan dre ar superbite
Condaounet d’an ifern hed an eternite.
Mar beac’h ive superb, faeus hac arrogant,
Ez eac’h certen da goll couls hac an erouant ;
Ret eo’ta e veac’h humbl, mar fell deoc’h da viquen
Beza eiirus en eê gant hoc’h Æl-Gardien.
Bezit douz ha pæsibl en quêver ho nessa,

  1. S. Mec’htild Hackeborn, abades a Helfta, marvet e 1298.
  2. Charlez Emanuel Iañ, 1562-1630.