Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
An Devotion d’an Æl-mad.

Hoguen me a brotest e vezin fideloc’h
Da heul hoch aliou gant graç Doue pelloc’h ;
Rac-se, me ho supli, perseverit ato
Da rei d’in assistanç, dreist peb tra er maro.
Meuli a ran Doue da veza roet c’hraç
Deoc’h ha d’an Ælez all d’he velet faç-ouz-faç ;
Pedit hi d’he veuli gueneoc’h evidon-me,
Ha da brocuri d’in mont d’he velet ive. Amen.

Ar fæçon da recita chapelet an Æl-mad, eus a pehini e comser er c’hantic diaraoc, eo lavaret ar Gredo var ar groas ha teir Pater en enor d’an Dreindet gant teir Ave, Maria, en enor d’ar Verc’hes, var an teir greunen a so goude ar groas ; ha pelloc’h lavaret ar Gloria Patri var bep greunen vrasa so araoc peb dijenes evit trugarecat Doue eus ar graçou en deveus great d’hon Æl-mad ha deomp hon-unan dre he voyen ; ha var peb hini eus an dec greunen vian lavaret an Angele Dei, peautramant ar c’homsou-ma en brezonec pe en latin, pere a so er c’hantic diaraoc.

Æl Doue, ho pêt sourci ac’hanon-me brema.
Hac en heur ar maro pa’z inn eus ar bed-ma.
Evellen bezet grêt.



AN DEVOTION D’AR SÆNT.


cantic evit recommandi

An Devotion en andret ar Sænt, ispicial sant Joseph, ar Sant pe ar Santes ma touguer he hano, hac en andret ar Patron eus ar Barres hac eus an Escopti. Var ton an Tad Honore.

REt ê pidi ar sænt ha sænteset,
Rac ma’z int cals da Zoue mignonet,

Ha rac ma ell ho intercession
Procuri deomp he venediction.