Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
Exerciçou evit ar Gommunion.

 

Trugarecaït hen, me ho supli ;
Hac epad un eternite
Rentit dezan glor ha meuleudi,
Pa n’ema quet em gallout-me. bis.

Actou a garantez.

Abarz tostaat ouz an auter
D’no tiguemeret, va Salver,
Em eus lavaret deoc’h ho caren ;
Brema m’en lavar adarre,
O va Jesus, va mad souveren,
Ho caran mui eguet neuse. bis.

Act a gontrition.

Perac n’allan-me ho caret
Evel ma r’ar Seraphinet,
Hac evel ma r’ar Verc’hes Vari ?
Ha na d’ê va c’halon rannet ?
Gant queuz da guement ingrateri
Am boe biscoas en hoc’h andret ? bis.

Actou a bropos ferm.

Ar garantez am eus ouzoc’h
Hac a fell d’in da gaout pelloc’h,
Sicourit gant ho craç, va Doue,
A vezo quer ferm, quer constant,
Na offansi mui ho majeste,
Da viana marvelamant. bis.

Act a c’houlen.

Rac-se, va Jesus, a vreman
Hac evit mad e renonçan
D’ar pez so control d’ho volontez,
O c’houlen digueneoc’h mervel
Quen ma tisplij d’ho madelez
O coumeti pec’het marvel. bis.

Evit creaat hon resolution vad.

Penaus e teun-me, ma Doue,
D’hoc’h offansi-hu adarre,
Goude quen alies a bardon,
Goude quement a drugarez
A rit em andret en peb fæçon ?
Quent, va Jesus, coll va buez. bis.

Act a renonçamant da guement so caus da bec’hi.

Rac-se me renonç d’ar pec’het,
Pe da hini oun bet sujet,
Ha da guemenr frecantation
A so bet caus d’in da bec’hi ;