Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
Exerciçou evit ar Gommunion.


Ha mar guerru nep occasion,
Me a bellaï prest diouti. bis.

 

O va Redamtor, me ho ped,
Na zeut d’am dilesel nepret ;
Chomit em ene hivisiquen,
Hac em buez hac em maro,
Ha goude mervel, evit biquen,
Deoc’h, va Jesus, tout me n’em ro. bis.

Oræson d’hor Salver.


CANTIC VAR AN ACTOU

Goude ar gommunion en ur fæçon-all. Var an ear Gallec Accourez, esprits purs, et rrendez vos louanges.

ME a gred fermamant ema presant enon me
Ho corf sacr, va Jesus, gant ho coad hac hoc’h ene ;
Rac-se me hoc’h ador gant respet, va Salver,
Oc’h anaout ez oc’h sur va Doue, va c’hrouer.
Allas, va Redamtor, biscoaz n’em eus meritet
E visen guenec’h-hu er fæçon-ma bisitet ?
Penaus hoc’h eus-hu bet quement a drugarez
Da zont en ur preon vil, leun a vreinadurez ?
Ne d’oun nemet pec’het, ordur hag impurete,
Ne d’oun nemet un neant en presanç ho majeste ;
Penaus ec’h ouffen-me anaout eta nepret
Ar vadelez estranj hoc’h eus-hu em andret ?
couscoude m’en em ofr gant guir humilite
D’ho servija, va mestr, ato gant fidelite ;
Me ro deoc’h va c’halon quer couls ha va speret ;
Evit sonjal enoc’h hac evit ho car a greis va ene.
Ia, va Zad divin, m’ho car a greis va ene,
Ha moyennant ho craç, ho carin pelloc’h ive ;
Me choase quent mervel evit ma tilesen
Ho carantez santel o terri ho lesen.
C’houi eo va oll desir, c’houi eo va oll esperanç :
D’ho c’heul ha d’ho caret roït dïn ar berseveranç ;