155
Exerciçou evit ar Gommunion.
CANTIC VAR A[N] [1] ACTOU
Pere a ve profitabl da ober goude ar gommumion. Var en ear gallec : Colin, d’où vient tout ce grand bruit ?
ME gred ferm, o va Doue,
Ema enon ho majeste ;
Ia, va Salver, c’houi hoc’h-unan,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene
A so lojet em c’halon brema[n] [2]
C’houi, va Jesus, Den ha Doue. b.
|
Act a feiz.
|
C’houi pehini so bet douguet
En corf ar Verc’hes benniguet
Hac a so bet maro en ur groas ;
C’houi pehini da ben tti dez
Hoc’h-unan caër a ressuscitas
Hac a bignas en eê ivez. bis.
|
Var mysteriou hor Salver.
|
Ia m’her c’hred evit certen;
Va Doue, crisquit va c’hreden,
Ma cresco ive va c’harantez,
Hac en hoc’h endret ma ellin
Caout muioc’h-vui an anaoudeguez
Eus ar faver hoc’h eus grêt d’in. b.
|
Act a anaoudeguez-vad.
|
Penaus biquen ec’h ouffen-me
Trugarecaat ho majeste
Eus ho madelez vras em andret,
Pa zeut eleac’h ma funissa
Evel ma em eus hen meritet,
Dre ho pisit d’am cherissa. bis.
|
Evit trugarecaat Doue.
|
Ne deus tousek nac amprevan
Quer vil a ma’z oun va-unan ;
Rac ar re-se n’ellont quet pec’hi,
Ha me siouaz ! a so carguet
A bec’hejou hac a lousdoni,
Ha c’hoaz ez oc’h enon lojet. bis.
|
Act a humilite.
|
O Guerc’hes sacr mam va Jesus
Oll sænt hac oll ælez eûrus,
|
Peden d’ar Ver c’hes ha d’ar sænt.
|
- ↑ Moullet : ar.
- ↑ Moullet : -mam.