Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
Exerciçou evit ar Gommunion.


O va Æl mad, me ho supli,
P’hoc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na zroublo quet va santimant.

Peden d’an Æl-mad.

O sant (N.) va faëron quer,
Ar merc’het a lavaro evellen.
Santes (N.) va maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma illin d’am silvidiguez
Dibri ar froezen a vuez.

Peden d’hor paëron pe d’hor maërones eûrus, oc’h he henvel en plaç an (N) mâ.

Me ho ped sænt ha sænteset,
Ha c’boui oll, Ælez benniguet,
Offrit da Zoue ho santelez
Da fournissa d’am paourentez.
Amen.

Peden d’an oll sænt ha d’an oll Ælez.


CANTIC EVIT ELUMI EN HOR C’HALON

Un desir bras d’en em unissa gant hor Salver dre ar gommunion, ha quercouls evit communia spirituellamant. Var an ear gallec : Des enfarinés, ou Pense, mortel, à t’y résoudre.

DEut, va Doue, leun a vadelez,
Deut ha na tardit quet re hir
Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantez.
Dec’h hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.
An eûrusdet eveus ho presanç
A ra va laouenidiguez ;
N’em eus nemet tristidiguez,
Pa souffran pell-amser hoc’h absanç. Dec’h-bu, etc.
Petrabennac a ouffen da ober
Evit clasq aesa va speret,
Diez en em gafo bepret,
Ma na vezit guenen, va Salver. Dec’h-hu, etc.
Ar bed gant guement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’houi er goar,