Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
Exerciçou evit ar Gommunion.

 

Pa’z oun d’ho receo quen indin!
Allas ! ne veritan netra
Nemet an tourmanchou brassa.

Act a obeissanç hac a esperanç.

Mæs pa fell deoc’h, Salver ar bed,
Ez an d’ho receo gant respet ;
Enoc’h ema va oll fizianç,
Me a esper hoc’h assistanç.

Act a gontrition.

En creis va c’halon me am eus
Ur glac’har, un hirvout, ur c’heuz
D’ho peza, siouaz ! offancet
Va Doue, quer mad em andret.

Act evit pardoni d’ar re-all.

Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonnit d’in va offfançou :
Pardoni a ran en effet
Ar re ho deus ma offancet.

Act a bropos ferm.

Desir am eus en guirionez
Da lacât urz vad em buez ;
Hac e proposan da dec’het
Pell gant ho craç diouz ar pec’het.

Act a garantez en andret Jesus.

Brema e teuan da gassaat oll
Quement so caus d’in d’en em goll :
Pell diouzin-me, traou terrien,
Jesus a garan, netra quen.

Act a zesir da sacramanti.

O pebes sec’het am eus-me
D’ho caout-hu, feunteun a vue !
N’en deus ar c’haro c’hoant quer bras
Da redec d’ar feuteuniou glas.

Peden d’an Tad eternel.

O Tad eternel, va c’hrouer,
Digacit prest d’in ho Map quer,
Evit ma plijin deoc’h dreizan,
O veza unisset gantan.

Peden d’ar Verc’hes.

Goerc’hes Vari, mam da Jesus,
Roït d’in ho map trusarezus ;
Ma sicourit, mam a druez,
Da vont d’ar guir dour a vuez.