James heb d’hoch-hu n’em c’hontanto. Dec’h-hu, etc.
Ia nôz, deiz hep-d’occ’h, va Doue,
N’em eus nemet poan ha chagrin ;
Quement so tout a zisplij d’in,
Ma oa repos enoc’h va ene. Dec’hu, etc.
Ar vuez oc’h hac an hent guirion.
A gundu d’ar guir eûrusdet,
Rac se’ta hep d’hoc’h p’en andret
E caffen ma consolation ? Dec’hu-hu [sic],etc.
Na dardit quet eta davantaij
Da zont dre ar gommunion
Da rejouissa va c’halon,
Ha distroit prest ouzin ho pisaij. Dec’h-hu, etc.
Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affô dont em ene ;
Deut, ma ho carin mui a-se,
Deut, ha n’am lesit mui d’ho cortos.
Dec’h-hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun. Amen.
Jesus en poent ar gommunion ha da bep poent. Var an ear gallec : O Dieu, que douce est la pensée.
JEsus, he-mâ eo ar guer charmant ! |
possibl |