Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
Exerciçou evit an Oferen.



CANTIC VAR AR GOMMUNION

Spirituel, pa gommuni ar belec ivez en oferen. Var en ear gallec : Chrétien, si vous êtes prudent.

ME a gred enoc’h, va Doue,
Me hoc’h ador gant ur feiz gre ;
Enoc’h epquen ec’h esperan,
C’houi dreist peb tra oll a garan.
Desir am be, 8alver ar bed,
D’ho receo brema en efet,
Evit imprima em c’halon
Ho maro hac ho passion.
Mæs, va Jesus, ne d’oun quet dîn
E teuac’h da antren em peultrin ;
Livirit ur guer couscoude,
Hac e reot salo va ene.

Queuz am eus d’ho peza offancet,
Va Doue, dîn da veza caret ;
Me a bropos ferm da dec’het
Gant ho sicour diouz peb pec’het
Deut, va Jesus, deut, va Doue,
Gant ho craç divin em ene.
D’he maga spirituelamant
Dre’r vertu eus ho sacramant.
Meulet ra viot, va Salver,
Er sacramant eus an auter
Gant an oll æles benniguet
Hac an oll sænt ha sænteset. Amen.

Avis evit ar gommumon spirituel.

Ar re-se a gommuni spirituelamant, eme catekismou a c’honcil a Drant, pere o caout ur feiz beo hac ardant en carantez Doue, a zeu dre ho desir hac ho c’hoant da zibri ar bara celestiel-se a so proposet deomp er sacramant adorabl eus an auter ; da lararet eo deus un desir carantezus d’en em unissa gant Jesus-Christ ha d’en em vagan anezan er gommunion, pe deus a hini e recevont ar c’hraç evit ha na recevont ar sacramant ; ha ma na dennont, eme ar c’hatekismou santel-mâ, eus ar gommunion spirituel-se an oll frouez a eller da dennâ eus ar gommu-