Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
Exerciçou evit an Oferen.
tu mihi sis consilium, protectio atque defectio corporis et animæ in præsenti vitâ et in futuro sæculo.

Amen.

Ha guir protection,
Evit ma resistin
Ouz peb tentation ;
D’am c’horf ha d’am ene
Bezit er vuez presant,
Hac ive he goude, bis.
Un difenner puissant. Amen.


CANTIC VAR UN ADORATION

Hac ur bedennic devot da Jesus, pa vez gorroet pe savet an hostif hac ar chalir en oferen d’ar gonsecration, ha pa ve roet ar venediction gant ar Sacramant. Var an ear gallec : Venez, venez, Esprit Saint, dans nos cœurs.

ME hoc’h ador, va Doue, va Salver,
Er sacramant divin eus an auter,
Eleac’h m’ema gant ho tivinite
Ho corf santel, ho coad hac hoc’h ene.
O Jesus-Christ, c’houi hoc’h eus lavaret,
Diouzan douar pa visac’h exaltet,
Penaus an oll a densac’h davedoc’h,
Gant graçou cre oc’h ho sacha gueneoc’h.
Rac-se p’oc’h bet diouz an douar savet,
Ouz ur croas prenn goude ma oac’h staguet,
Hor c’halonou ni ho ped da c’horren
Var-zu an eê diouz an traou terrien.
Tennit gueneoc’h bepret hor volontez
Gant ar chaden eveus ho carantez,
Na vezimp mui diouzoc’h separet,
Ha na vanquimp birviquen d’ho caret.
Hor goalc’hit neat diouz hon oll bec’hejou
Gant ar goad sacr eveus ho couliou ;
O va Jesus, dre verit ho maro
Bezit ouzomp trugarerus ato. Amen.