Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[1]20
Exerciçou evit an Oferen.

nion reel ha sacramantel, e tennont anezi couscoude certenamant ur profit bras meurbet evit ho silidiguez. El levr ar Gombat spirituel [1] e queffot ive un avis profitabl epit ar gommunion spirituel hac ar fæçon d’he ober alies.


CANTlC VAR UN ACTION A C’HRAÇ

Da drugarecaat Doue goude an Oferen. Var an ear gallec. Esprit divin, venez repandre.

GRaçgou deoc’h, va Doue, a rentan
Evit ar sacñfiç divin
M’hoc’h eus grêt d’in assista ennan,
Daoust peguement m’az oun indîn.
Ho trugar[e]cat a ran ivez
Da veza squillet evidon
Ho coad, pa immolsoc’h ho puez
En sacrifiç ho passion.
Dre’r maro criz, hoc’h eus bet souffret,
Grit ma rin eus ar graçou-se
Un usaj mad, pa’z int deoc’h coustet
Quer ker, va Jesus, va Doue.
Pardonnit d’in an distraction
Am be arretet em speret,
Ha roït d’in ur guir devotion

Da zont en oferen bepret.
Dre verit ho coad sacr, va Salver,
Hoc’h eus bet squillet ouz ar groas,
Hac hoc’h eus offret var an auter,
Ma mirit hirio diouz peb noas.
Evit senti ouz ho volontez,
Grit ma vevin en ho toujanç,
Ha m’ho servijin gant carantez
Epad an deiz bep neglijanç.
Meulet ra viot, o va Jesus,
Eus ho madelez admirabl,
Gant hoc’h oll sænt hac ælez eürus
En ho sacramant adorabl. Amen.

  1. Lorenzo Scupoli, Il Combattimento spirituale..., emban. orin : Venezia, 1589 ; troid. 1añ e galleg : 1660 (ademb. lies a wech war-lerc'h). N'eus keloù ebet eus a droidigezh e brezhoneg kent an hini aozet gant J.-F. Roux bet moullet e Landerne e 1842 ; merket eo kouskoude "Edition nevez".