Ann aotrou Bougon a zired ; ha Loeiza a red ivez ; mes da beleac’h ? Ne ket awalc’h kaout medesin, ret eo c’hoaz ober eur gwele d’ann hini c’houliet. Loeiza a bign enn he c’hambr, a gemer he matalasen, hag a c’halv he breur d’he sikour. Arruout a reont ho daou var al leac’h, ruz penn gant ho beac’h ha gant ar blijadur ; ha Charles X pehini a wel euz he brenestr ar freuz hag ann tregas-se, a c’houlenn enn eur vousc’hoarzin petra zo c’hoaz a nevez e penn he vugale vihan. Klevout a ra ar pez ho deuz great, ha diou zaelaouen a red var he ziouchod. Daelou dous, ha gwestl da barea c’hwervderiou he zivroidigez. Trugarekaat a ra Doue, e gweled he galoun, o welout e choum vertusiou Sant Loeiz startoc’h e kalounou he vugale eget na choum ar gurunen var ho fenn. Benniga a ra neuze Herri ha Loeiza, enn eur drei he zaoulagad var zu Frans. »
Chetu ar c’haosiou a vije gand ar Fransizien iaouank enn ho nosvesiou dirak tan-flamm eur ponch Joauz. Goude ar c’hoar e teue ar breur ; ha pep hini a lavare he c’her var-n-ezhan. Ne gar ket al likaourien, eme unan, amprouet mad am euz kement-se. Ann enor am boe da ober eur barti billard gant-han, ann devez all, eun taol fall a riz a zevri, evit rei d’ezhan ann tu da c’hounit. Herri her gwelaz, ha kerkent e ehanaz ar barti ; « ne c’hoariann ket eme-z-han gant likaouerien. » N’euz ket pell, eme eunn all, Herri, o welout eur rejimant housarded o vont ebiou, enn eur gas d’ar vered ar prins gouarnour a Vohem, a lavare gant herder : « Sellit ’ta ouz ho gwisk-reji-