Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

mant, nag henvel ef-hen ouz hini housarded Frans ! Ma vijent bet Fransizien, em bije lammet er meaz dre ar prenest evit arruout buhanoc’h gant-ho ! »


————


Beachourien nevez a zigoueze e Prag, ha tostaat a rea ann nao var-n-ugent a viz gwengolo, deiz merket evit ober al lez d’ar Roue iaouank : mes chetu enn eun taol ar vrud o sevel penaoz ann Dukez a Verri a oa kouezet klanv var ann hent, o tont he-unan da Brag ; ha penaoz e oa Charles X o vont enn hent gant ann Duk a Vourdel hag he c’hoar, evit mont var arbenn ann Dukez. Ann nevezenti-ze a lekeaz trouz ha keflusk etouez ar Fransizien. Var ho meno, ne oa na tu na taill da bellaat ann Duk a Vourdel diout-ho var ar c’houls-se. Meur a genbrezek a oe etre ar Brinsed hag ann dudchentil, hag ann traou a oe hep dale lekeat var ho zu. Ann Dukez a Angoulem az aje bepred var arbenn ann Dukez a Verri, ha na gasje gant-hi nemet ann Demezell Loeiza ; Herri ha Charles X a c’hortoje eun devez bennak d’en em lakaat enn hent ; hag ar Fransizien en em strolje d’ar zeiz var-n-ugent diouc’h ar mintin evit ober ho c’hefridi.

D’ar zeiz var-n-ugent eta a viz gwengolo, 1833, kerkent hag eiz heur diouc’h ar beuré, ar c’hirri a ruille hep distag ebed var valli vraz ann avalennou pehini a gas euz a Brag da gastel Buschtirhad. Da eunnek heur en em gave e Buschtirhad meur a gant beachour ha beachourez, deuet di euz a bevar c’horn rouantelez Frans.