Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —


Euz he c’hostez, Loeiza na ankounac’hea netra evit plijout d’ar beachourien c’hall. Da unan e kennigaz lod euz he meren vihan, o veza he welet epad ann deiz ebarz ar palez, o c’hortoz he dro da veza digemeret gand ar Roue ; evit choum gand ar re-ma da gaozeal euz rouantelez Frans, e leze he zro bale da ober ; evit saludi ha digemerout a re-hont, e talc’he he c’harrons a zao, e balli vraz ann avalennou, hag azezet eno var eur skaon glazadur, e kleve kelou euz a Baris, euz ar Vandea hag euz a Vreiz.

Kement a goanteri hag a vadelez a vrumene ann dudchentil iaouank dre ma tigouezent ; evel-se enn ho frejou hag enn ho strollou, ne oa ken kaoz gant-ho nemet euz ar brinsez vihan. « Ha gouzout a rit-hu, eme unan anezho d’ar re all, petra zo c’hoarvezet nevez-so gand rouanezik hor c’haloun ! N’oun pe zeiz, enn he baleaden mintin, en em gavaz gand eunn toullad tud divar ar meaz dastumet enn dro da eur c’hravaz. — Petra ’zo eme ann Demezell ? Eur c’hrek goz hag enoruz, kantvederez ar c’harter, e deuz torret he gar. — Evel-se e komz ar re a zo enn dro d’ezhi, hag er memez amzer e tiwiskont ho zokou, hag en em dennont var ho c’hiz, evit lezel Eal ann nevez amzer da dostaat ouz ar c’hrek var benn pehini e oe tremenet pevar goanv ha kant. Loeiza en em stou evel eur bodik roz etrezek tal ann hini glanv, a lavar d’ezhi eur gomz vad ha frealzuz, hag a nij d’ar palez, skanv evel eur wenanen, da glask medesin ar Roue. — Aotrou Bougon, aotrou Bougon, hastit buhan, diredit, ezomm a zo ac’hanhoc’h, vad a zo da ober ama ! —