egiz ma karent a dre daouarn ar polis. E gwirionez ne oa nemet tud ar reiz pe ar polis a gement a glaske enebi out-ho, ann dud all, dreist pep tra er meaz a Frans, ho digemere gand joa hag ho zikoure dre holl da dremen ho hent. Ho iaouankiz, ho dereadegez, ho c’halouniez, hano ar c’hrouadur a ient da welout, a rea plijadur d’ann holl, hag e pep leac’h e vije great lid d’ezho. Pet gweach n’ho deuz-hi ket gwelet hostizez ann hostaliriou e peleac’h e tiskennent, o lavarout d’he merc’hed koant, merc’hedigou dous, daou-lagad c’hlaz ha bleo melen d’ezho, digas prim var ann doucher wenn, eur voutaillad gwin mad, hag ar bastezen fresk, evit ober fest d’ann dremenourien, hag eva da iec’hed ar Roue trizek vloaz. E Prag evel enn hent, tud chentil bepred, e talc’hent huel ato enor ha brud-vad ar Fransizien.
Diez a ve lavarout esmaë ha doujanz ann dud iaouank-se pa dosteent ouz ar Roue koz Charles X, enorusoc’h eget biskoaz e kreiz e walleuriou, pa ieent da zaludi ann Dukez a Angoulem, pehini ho digemere evel eur zantez kurunet a spern hag a vertusiou. Pa zeuent euz a gichen Charles X hag ann Dukez, ho c’haloun a vije dam-drist ha pridiriuz, evel pa vezeur bet o sellout ouz eur palez braz ha brudet ha diskaret gand ann amzer ; mes gwelout a reent ker kent ann Demezell Loeiza, ha gand ar gwel anezhi e tigore ar galoun d’ar vuez ha d’ann esperanz. Hag e gwirionez ar Brinsezik iaouank, evel ma he galvent, a oa ker mad ha kel laouen ; he spered hag he c’haloun a oa ken digor, he c’homzou ken dous ha ken fur ; he fevarzek vloaz ker skeduz ha ker flour !