Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


Da viz gwenngolo 1833, tost da eur bloaz goude ma oe deuet ar Vourboned da choum da Brag, palez Hradschin, peurvuia ken sioul ha ken didrouz, en em gavaz karget a fransizien, ha laoueneet gand ann niver braz a dudchentil iaouank, deuet da zaludi mab bihan Loeiz XIV ann devez ma’z aje enn he drizek vloaz. Hervez lezennou koz ar rouantelez, Roue Bro-C’hall a guita he vugaleach d’a drizek vloaz, a ia e meaz a c’houard, hag a gemer he-unan ar stur enn he c’houarnamant. Ar roealisted a vennaz eta e tlie rouantelez Frans lida ann devez-se evel pa vije bet Herri var ann tron, hag en em glevjont da vont tric’hant leo diouc’h ho bro, da ober gwazouniez d’ezhan.

Ar c’houarnamant a strivaz he walc’h evit mirout na rajent ar veach-se pehini a raje kement a drouz dre ann Europa ; hogen evel ne oa eno netra enep al lezennou, na hellaz ket mirout a grenn out-ho. Ar roealisted, o veza bet ann tu goll er Vandea, a zalc’he da ober ar veach-se, evit na vije ket lavaret ho devoa kollet kaloun e oant eat da netra, hag ho doa great dilez euz ar Vourboned. Ann enor hag ar garantez ho c’hasaz eta da gavout ho frinsed. Ec’hiz na helle ket ann holl ober ar veach, ann hent o veza hir hag ann dispignou re vraz, e oe hanvet e meur a leac’h kannaded da vont ken enn ho hano ken e hano ar gear pe ar c’harter. Evelse pep provins, pep departamant, pep kear vraz e devoe he c’hannaded ebarz ar stroll kaer-ze euz a dud iaouank ar vro.

Ar c’houarnamant a roaz urz da herzel ar beachourien ken e Frans ken er broiou a ziaveaz ; mes ar re-man, paotred skanv hag iskuit, en em denne