Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

evel-se, lavaraz : « Sellit, aotrou, na brao oant-hi, ar c’hreunadourien-ze ! oh ia ! ho c’harout a reann, hag hi em c’hare ivez ! » Ha gand eun herr dispar, e hanvaz d’inn holl rejimanchou ar ward, e lavaraz d’in hanoiou ann offiserien ha re eun niver braz a zoudarded. Eun dervez goude beza kaozeet pell amzer gan-en divar benn ar ward-ze ker feal d’he Roue, e sao enn eun taol kontr, hag o kas ac’hanoun d’ar penn pella euz ar zal-vraz, e tiskouez d’in eur c’hi, pehini ker kent ha ma her gwelaz a lammaz d’he lipat adalek ar penn betek ann troad. « Ha gouzout a rit-hu perak e-karann kement ar c’hi-ma ?... Bet em euz-hen digand eun offisour a drived rejimant ar ward. Ki ar ward e oa ; pa zeue ann tremen-wel, kentis ha ma kleve ann daboulin o seni, e tiskenne hag e lampe da heul ar greunadourien. Choum a rai gan-en-me bepred. »

Eur weach e lavare d’in : « Me zo bet euruz er mintin-ma ! Mont a reann d’am skol-marchegiez ; enn eur dreuzé ar ru e pehini emoc’h o choum, ez ounn en em gavet gand eur rejimant, hag ar meuzik en deuz c’hoariet ann ton : Herri Pevar. N’hoc’h eus-hu ket he glevet ? me zonje d’in e oann e Bro-C’hall. »

Setu ama ar zon. [1]

  1. SON HERRI PEVAR
    ROUE FRANS.

    ————

    TON : Vive Henri Quatre !


    I
    Na pebez Roue
    Eo bet Herri gwechall ?
    Koulz a hell bale,
    Mes nikun en tu—all
    Na welot morse
    E Franz nag e leac’h all.

    II
    Ar Roue Herri
    A oa eur potr diouc’h-tu,
    A garie hardi
    He jannet, ha gwin ru ;
    Hag o kombatti
    A ouie kregi du.

    III.
    E kreiz ar gombat
    E komze evel-henn :
    « Taolit ho lagad
    « Var va flumachen wenn,
    « Sur eo d’ho lakat
    « Bepred er wir rouden. »

    IV.
    Herri a garie
    Ann dud divar ar mez
    Hag a rekete
    M’ho dije beb sulvez
    Iar er pot d’ezhe
    Da zibri enn ho ez.

    V
    Herri pevare
    N’en d-eo ket maro c’hoaz,
    Rak he vugale
    He lignez hag he raç
    Zo leun a vuhe
    Gras d’eho da choum mil bloaz !

    VI
    Mar distro bikenn
    Ann diaoul da c’hoari vaz,
    Goestl omp da zoutenn
    Ar Roue enn he blas,
    Ha prest omp laouen
    Da rei bep a daol-skoaz.

    Ann Aotrou Goesbriant, 1815.