De Conny euz ann traou en devoa gwelet ha klevet pa oa bet o welout ar Vourboned enn ho harlu. « Kemennet a oe, eme-z-han, d’ann Duk a Vourdel e oa digoezet Fransizien hag ho devoa c’hoant braz d’he welout ; va daou vab a oa gan-en. Ar Prins a ziredaz d’hor c’havout, hag a astennaz he zournik d’e-omp enn eun daill dudiuz. « Euz a Frans e teuit, eme-z-han, hag hep dale e tistrofot da Frans ! Euruz ar re a zo o choum e Frans ! » He spered hag he galoun a zo e Frans ; enn he studiou hag enn he c’hoariou, hano Bro-C’hall a zo bepred enn he c’henou. Daou dra dreist holl a zo eat doun enn he envor hag a ra plijadur d’ezhan komz anezho ; enn dro vale great e ti-skol Sant-Cyr, hag eur gwel great da bark ar c’hanoliou e Vensenn. Gouzout a rea hanoiou eur maread skolaerien euz a Zant-Cyr. Va mab a oa bet e skol ebarz ann ti-ze, hag ar Prins a choume heurvesiou hed-ha-hed da gaozeal gant-han var ar pez en devoa gwelet e touez ar skolaerien-brezelidi-ze. Goude-ze e tanevellaz ivez d’e-omp, evel pa her gwelje, doareou park Vensenn, ha pet heur en devoa tremenet o sellout ouz ann dennadeg kanoliou.
Enn he studiou-peinturach e kaver c’hoaz ar zonjen a behini eo karget he spered : taoliou lagad var mesiou Bro-C’hall, portrejou soudarded, kezek, armou, kampou, emgannou, chetu ann traou a gar da skeudenna dreist holl. « Me roio d’e-hoc’h, eme-z-han, eur portred skeudennet gan-en, eur greunadour eo euz a c’hward ar Roue. » Neuze e tigoraz eunn doug-paperiou e pehini e oa meur a bortred