eiz heur hanter ann Duk a Vourdel a lavare a vouez huel ar pedennou diouz ann noz, hag he gerent, var ho daoulin, hen responte. Ar c’hrouadur a ie neuze d’he wele, e pehini e kouske dousoc’h ha kaletoc’h eget na rea meur a hini all e palesiou he dud koz e Paris.
Evel-se e tremene ann amzer e Holi-Rood, peoc’huz braz, hag eun tammik melkoniuz ; mes ar velkoni-ze, evel ma hon euz gwelet e devoa he dousteriou. Ar vuez didrouz-se a oa rag-eeun ar pez a felle evit lakaat ar Prins da zeski gwell-oc’h-gwell. Ann holl a oar pegen talvoudek eo d’ar vugale ober ho studiou pell diouc’h trouz ha diouc’h safar ar bed ; ha chetu perak ho dastumer peur liesa ebarz ann tiez distro-ze, pere a zo bet gwechall klostrou santel ha tiez ar wisiegez. Ar plant iouank ha tener na reont ket a vrud pa vent lezet re dirak ann avel pe dindan ar c’hroez. Goude holl, ne oa ket leac’h da gaout aoun e vije ar vuez distro-ze enouuz evit eur c’hrouadur ken beo ha ma oa Herri ; rak da bep mare e tigoueze e Holi-Rood beachourien euz a Vro-C’hall, ha Doue a oar pebez plijadur en divije ar Prins o kaozeal gant-ho, hag o kemer he genteliou dira-z-ho. Da bep mare ivez e vije great troiou bale pell pell dre vro Skos, ken evit rei mui a zigor da spered ar c’hrouadur, ken evit dougen he galoun mui-oc’h mui e trezek ar mad ; rak neuze e kave bepred ann tu da ober eunn drugarez bennak.
Chetu ama penaoz e komz ann aotrou ar beskont